Amoz 9:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
6 Sevel a ra en neñvoù e solieradurioù, diazezet en deus e volz war an douar, gervel a ra doureier ar mor, hag e skuilh anezho war-c'horre an douar, an AOTROU eo e anv.
Ha ne zoujot ket ac'hanon, eme an AOTROU, ha ne grenot ket dirazon? Me am eus lakaet an traezh evel harz d'ar mor, dre ur reolenn beurbadus na dremeno ket. E goummoù a fiñv met dic'halloud int, krozal a reont met ne dremenint ket dreist.
Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.
Klaskit an hini en deus graet ar Yarad-poñsined hag an Orion, an hini a dro teñvalijenn ar marv e gouloù-deiz, an hini a dro an deiz e noz teñval, an hini a c'halv doureier ar mor hag o skuilh war zremm an douar: An AOTROU eo e anv.