Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Hag e lavaris: Aotrou AOTROU, paouez, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?

Ver Capítulo Copiar




Amoz 7:5
9 Referencias Cruzadas  

Lamet ec'h eus kuit da holl fulor, distroet out eus tan da gounnar.


Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.


met dindan nebeut amzer e paouezo va fulor, hag e troio va c'hounnar d'o distrujañ.


Hag e teuio diouto trugarekadennoù ha kriadennoù a levenez, hag e kreskin anezho, ne vihanaint ken, hag ec'h enorin anezho, ne vint ken izelaet.


Evel ma skoent ha ma chomen c'hoazh eno, e kouezhis war va dremm hag e kriis o lavarout: A! AOTROU Aotrou! Ha fellout a ra dit distrujañ holl nemorant Israel, en ur skuilhañ da fulor war Jeruzalem?


Ra ouelo etre ar porched hag an aoter an aberzhourien a ra servij an AOTROU, ha ra lavarint: AOTROU, espern da bobl! Na ro ket da hêrezh d'an dismegañs ha da c'hoap ar broadoù. Perak e vefe lavaret e-touez ar pobloù: Pelec'h emañ o Doue?


Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.


Pardon, me az ped, direizhder ar bobl-mañ, hervez braster da drugarez, evel ma ec'h eus pardonet d'ar bobl-mañ adalek an Ejipt betek amañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos