Amoz 6:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 Gwalleur d'ar re a zo sioul e Sion ha d'ar re a zo e surentez war venez Samaria, lec'hioù kentañ e-touez ar broadoù. Ti Israel a zo deuet betek enno.
hag e prenas menez Samaria digant Shemer evit daou dalant arc'hant. Sevel a reas war ar menez-se, hag ec'h anvas ar gêr en doa savet Samaria, diwar anv Shemer, aotrou ar menez.
Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?
Israel a oa un dra santel d'an AOTROU, bez' e oa frouezh kentañ e leve. An holl re a zebre dioutañ a oa kablus, an droug a gouezhe warno, eme an AOTROU.
Moab a oa sioul abaoe e yaouankiz, diskuizhañ a rae war e lec'hidenn, ne oa ket bet taolet eus ul lestr d'egile, n'eo ket aet d'an harlu, evel-se e vlaz a zo chomet gantañ hag e c'hwezh n'eo ket bet cheñchet.
Mont a rin etrezek ar re vras da gomz outo, rak int a anavez hent an AOTROU ha barnedigezh o Doue. Met int ivez o deus torret ar yev ha dispennet an ereoù!
Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.
Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!
Hag e c'hoarvezo en amzer-se ma furchin Jeruzalem gant lampoù, ha ma kastizin he zud en em stag war o lec'hidenn hag a lavar en o c'halonoù: An AOTROU ne raio na mad na droug.
Ar pemp den a yeas, hag ec'h errujont da Laish. Gwelout a rejont penaos ar bobl a oa o chom e surentez eno, en doare ar Sidoniz, sioul ha fizius, hep den ebet oc'h ober poan dezho e tra ebet. Pell e oant diouzh ar Sidoniz, ha n'o doa ket a zarempredoù gant tud all.