Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Klaskit ar mad ha nann ar fall evit ma vevot, hag evel-se an AOTROU, Doue an armeoù, a vo ganeoc'h, evel ma lavarit.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 5:14
27 Referencias Cruzadas  

Penn an toull-bac'h ne adwele netra eus ar pezh en doa Jozef etre e zaouarn, abalamour ma oa an AOTROU gantañ ha ma lakae da ober berzh kement a rae.


David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .


hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.


C'hwi hag a gar an AOTROU, kasait an droug. Diwall a ra eneoù e re leal, hag e tieub anezho eus daouarn an dud fall.


Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac'hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.


An hini a glask ar mad a resev grad-vat, met an droug a erruo gant an hini a red war e lerc'h.


Perak e pouezit arc'hant evit ar pezh n'eo ket bara? Perak e labourit evit ar pezh na leugn ket? Selaouit ouzhin hag e tebrot ar pezh a zo mat, hag hoc'h ene a vo plijet gant ar pezh a zo gwellañ.


Kemerit kuzul a-unan hag e vo kaset kuit, komzit hag ho komz a vo diefed, rak Doue a zo ganeomp.


Hag e kerzho daou zen a-gevret hep bezañ en em glevet?


Klaskit an AOTROU hag e vevot, gant aon na grogfe evel un tan war di Jozef, ha na zebrfe anezhañ hep den d'e vougañ e Betel,


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.


Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.


En em zastum a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron hag e lavarjont: A-walc'h kement-se! Holl re ar vodadenn a zo santel, hag an AOTROU a zo en o c'hreiz. Perak en em uhelait dreist bodadenn an AOTROU?


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


Ra vo an Aotrou Jezuz-Krist gant da spered! Ar c’hras ra vo ganeoc’h! Amen.


Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos