Amoz 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec'hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.
da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.
An hini a gerzh er reizhder hag a gomz gant eeunder, a daol kuit ar gounid dizonest, a hej e zaouarn evit tremen hep kemer profoù, a stouv e zivskouarn evit chom hep klevout komzoù gwadus, a serr e zaoulagad evit tremen hep gwelout an droug,
Dont a raio warnout an daou dra-se, en ur pennad hag en un hevelep deiz: kañvoù a vugale hag intañvelezh. Dont a raint warnout war un dro, en abeg da niver bras da strobinelloù, hag en abeg da c'halloud da achanterezh.
dre ma o deus graet traoù euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesañ, lavaret o deus em anv gevier na'm boa ket gourc'hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU.
Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar priñs a c'houlenn manegoù, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.
Neuze e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e komzo ar c'hantik-mañ evel test en o enep, dre ma ne vo ket ankounac'haet gant genoù o lignez. Rak anavezout a ran o mennozhioù, o deus diskuliet dija hiziv, a-raok ma em eus o derenet d'ar vro am eus touet.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.
Boaz a bignas da zor kêr hag a azezas eno. Ha setu an hini a c'helle dasprenañ, an hini en doa komzet Boaz diwar e benn, a zeuas da dremen. Boaz a lavaras: Te, deus da azezañ amañ. Hag e tistroas hag ec'h azezas.