Akab a lavaras da Abdia: Kae dre ar vro etrezek an holl eienennoù hag etrezek an holl froudoù, ha marteze e kavimp geot hag e saveteimp buhez hor c'hezeg hag hor muled, ha n'hon devo ket da zistrujañ al loened.
Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.
AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.
Debriñ a ri met ne'z po ket da walc'h, hag an naon a vo ez kreiz. Lakaat a ri a gostez, met ne savetei ket, hag ar pezh az po saveteet a roin d'ar c'hleze.
Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.