Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Distrujañ a rin tud Asdod hag an hini a zalc'h ar vazh-roue en Askalon, hag e troin va dorn a-enep Ekron, hag ez aio da get nemorant ar Filistined, eme an Aotrou AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 1:8
17 Referencias Cruzadas  

Mont a reas d'ober brezel a-enep ar Filistined, hag e reas toulloù-freuz e moger Gad, moger Jabne ha moger Asdod, hag e savas kêrioù e bro Asdod hag e-touez ar Filistined.


O! Mar plijfe da’m fobl selaou ac’hanon, ma kerzfe Israel em hentoù,


Lakaat a rin va dorn warnout, teuziñ a rin da vergl evel gant kali, hag e lamin kuit da holl staen.


Er bloavezh ma teuas da Asdod Tartan kaset gant Sargon roue Asiria, ha ma lakaas ar seziz war Asdod ha ma kemeras anezhi,


Komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Jeremiaz a-enep ar Filistined, a-raok ma skoas Faraon war C'haza.


evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war ar Filistined, lakaat a ran ar Geretiz d'ar marv, distrujañ a ran an nemorant a zo war vord ar mor.


Ha c'hwi ivez Tir ha Sidon, ha c'hwi rannvroioù ar Filistined, petra a c'houlennit ouzhin? Hag e fell deoc'h henn talvezout din? Mar fell deoc'h henn talvezout din, e rin d'ho kopr kouezhañ buan ha raktal war ho penn.


Kas a rin war vogerioù Gaza un tan a lonko he falezioù.


Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!


Ti Jakob a vo un tan, ha ti Jozef ur flammenn, ha ti Ezaü plouz. Deviñ ha lonkañ a raint anezhañ, ha ne vano netra eus ti Ezaü, rak an AOTROU en deus komzet.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


Askelon a welo kement-se hag en devo aon, Gaza ivez hag e kreno, Ekron ivez hag he gortoz a yelo da get. Ne vo roue ebet e Gaza, ha ne chomo den en Askelon.


Ar bastard a vo o chom en Asdod, hag e lamin kuit lorc'h ar Filistined.


Setu ar ruzderioù aour a roas ar Filistined d'an AOTROU evel aberzh a gablusted: unan evit Asdod, unan evit Gaza, unan evit Askalon, unan evit Gad, unan evit Ekron.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos