Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.
En e zorn dehou emañ ar sord o verkañ Jeruzalem, evit sevel tourterezioù, embann al lazhadeg, leuskel kriadennoù a vrezel, renkañ an tourterezioù a-enep an dorojoù, sevel tosennoù hag ober kreñvlec’hioù.
An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neñvoù hag an douar a vo brañsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel.
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,