Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Agge 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.

Ver Capítulo Copiar




Agge 1:6
31 Referencias Cruzadas  

Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.


Met hi a respontas: An AOTROU da Zoue a zo bev! Ne'm eus ket a wastell, ne'm eus nemet un dornad bleud en ur brok hag ur banne eoul en ur vured. Setu e tastuman daou skod, hag ez in da aozañ kement-se evidon hag evit va mab. E zebriñ a raimp, ha goude e varvimp.


Bez' e oa darn hag a lavare: Ni, hor mibien hag hor merc'hed a zo niverus, ra vo roet deomp ed evit debriñ ha bevañ.


E kreiz ar fonnusted e vo en dienez, daouarn an ezhommeien en em daolo warnañ.


Leve e di a vo kaset kuit, pep tra a dec'ho da zeiz ar gounnar.


ar vro strujus en ul lanneg sall, abalamour da fallentez e annezerien.


Unan a zispign ha koulskoude e kresk, hag unan all a espern strizh hag e vo en dienez.


Dek keñver gwinieg ne roint nemet ur bat, hag un homer a had ne roio nemet un efa.


Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.


En abeg d'an douar skarnilet, pa n'eus ket bet a c'hlav er vro, al labourerien-douar a zo mezhek, goleiñ a reont o fenn.


Met abaoe ma hon eus paouezet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober evadkinnigoù dezhi, hon eus manket a bep tra hag omp bet lonket dre ar c'hleze ha dre an naonegezh.


Debriñ a raint ha n'o devo ket o gwalc'h, gastaouiñ a raint ha ne greskint ket, rak dilezet o deus an AOTROU hep ober van.


Dre ma hadont an avel, e vedint ar gorventenn. N'o devo ket a ed, ar pezh a gresko ne roio ket a vleud, ha mard eus, an diavaezidi a lonko anezhañ.


Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh.


Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.


En abeg da-se, an neñvoù dreistoc'h a zalc'h ar c'hlizhenn, hag an douar a zalc'h e eost.


Bremañ eta evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Taolit evezh ouzh ho hentoù.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Taolit evezh ouzh ho hentoù.


Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gêr, met c'hwezhet em eus warnañ. Perak? eme AOTROU an armeoù. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.


neuze, pa deuec'h d'ur bern a ugent muzuliad, ne oa nemet dek, pa zeuec'h d'ar veol evit tennañ hanter-kant muzul eus ar waskell, ne oa nemet ugent.


Skoet em eus warnoc'h dre an dev, dre ar mergl, dre ar grizilh en holl labour ho taouarn. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoù, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhañ gant e goad hag e vein.


Rak a-raok an deizioù-se ne oa gopr ebet evit an den, na gopr ebet evit al loen; hag evit ar re a yae hag a zeue ne oa peoc'h ebet en abeg d'an enebour, dre ma kasen an holl dud an eil a-enep egile.


Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiñ gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoù, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioù. Ya, mallozhiñ a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se.


Milliget e vo da baner ha da arc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos