Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Adlezenn 11:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak ar vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ n'eo ket evel bro Ejipt ma'z oc'h aet kuit diouti, e-lec'h ec'h hades da had hag e toures anezhañ gant da droad evel ul liorzh legumaj.

Ver Capítulo Copiar




Adlezenn 11:10
7 Referencias Cruzadas  

Diazezoù ar vro a vo torret, an holl c'hopridi a vo digalonekaet.


Toullet em eus puñsoù hag evet dour anezho, disec'het em eus gant solioù va zreid holl wazhioù-dour an Ejipt.


Rak em eus ho lakaet da vont da ur vro a liorzhoù, evit ma tebrot he frouezh hag he madoù, met kerkent ha ma'z oc'h aet enni hoc'h eus saotret va bro, hag hoc'h eus graet un euzhusted eus va hêrezh.


Ha ma ne bign ket tiegezh an Ejipt, ma ne zeu ket, ne vo ket glav evitañ, hag e kouezho ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant ar broadoù na bignint ket evit lidañ gouel an Tabernakloù.


Ar vro ma'z it da dremen e-barzh d'he ferc'hennañ a zo ur vro a venezioù hag a draoniennoù, a ev dour glav an neñv,


hag evit ma vo hiraet ho teizioù war an douar en doa touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, dezho ha d'o lignez, ur vro a zever gant laezh ha mel.


Rak an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout da vont en ur vro vat, ur vro gant gwazhioù-dour, eienennoù ha lennoù a red en traoniennoù hag er menezioù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos