Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Rak me a ya da vezañ aberzhet hag amzer va disparti a dosta.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Rag evidoun‐me, a zo o vond da veza offret e sacrifis, hag an amzer ma’z in kuit a zo erru tost.

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 4:6
8 Referencias Cruzadas  

Israel a lavaras da Jozef: Setu, ez an da vervel met Doue a vo ganeoc'h, hag e tistroio ac'hanoc'h da vro ho tadoù.


Jozef a lavaras d'e vreudeur: Emaon o vont da vervel. Met a-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h hag a lakaio ac'hanoc'h da bignat eus ar vro-mañ d'ar vro en deus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu m'eo tost an deiz ma varvi. Galv Jozue, en em gavit e teltenn an engalv, hag e roin dezhañ va urzhioù. Moizez ha Jozue a yeas d'en em gavout e teltenn an engalv.


Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c’hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc’h din,


Ha zoken ma’z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc’h holl.


Ha setu, mont a ran hiziv dre hent an holl douar. Gouzout a rit eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene, penaos n'eo ket kouezhet ur gomz hepken eus an holl gomzoù mat en deus lavaret evidoc'h an AOTROU ho Toue. Kement tra eo peurc'hraet evidoc'h, n'eo ket kouezhet ur gomz hepken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos