12 Kaset em eus Tichik da Efez.
12 Kasset em euz Tykikus da Ephesus.
Erruout a reas en Efez hag e lezas eno e genveajourien. O vezañ aet er sinagogenn, e komzas gant ar Yuzevien.
hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d’ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.
E-pad ma oa Apolloz e Korint, Paol, goude bezañ tremenet dre ar broioù uhel, a zeuas da Efez. Eno e kavas un nebeud diskibien,
Ha bremañ setu, me a oar na welot ken va dremm, c’hwi holl on tremenet en ho touez o prezeg rouantelezh Doue.
Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Tesalonike, Gaiuz eus Derb, Timote, ha Tichik ha Trofim eus Azia.
Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc’h pep tra.
Kaset em eus anezhañ deoc’h evit-se, evit ma ouiot petra a c’hoarvez war-dro deomp ha ma tic’hlac’haro ho kalonoù.
Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c’henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc’h an traoù a sell ouzhin.
Pedet em eus ac’hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc’hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren
Pa gasin dit Artemaz pe Tichik, hast buan dont da’m c’havout e Nikopoliz, rak eno em eus graet va soñj da dremen ar goañv.