Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Da bedi stard a ran eta, dirag Doue ha dirag an Aotrou Jesus‐Christ, pehini a varno ar re veo hag ar re varo, pa zistroio adare ha pa zeui he rouantelez,

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 4:1
35 Referencias Cruzadas  

Hag an neñvoù a zisklêrio e reizhder, rak Doue e-unan eo a zeu da varn.  Ehan


dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.


Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d’ur vro bell evit kemer ur rouantelezh evitañ, ha distreiñ goude.


Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c’hourc’hemennas gervel d’e gavout ar servijerien en doa roet arc’hant dezho, evit gouzout pegement en doa gounezet pep hini gantañ.


Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac’hanon pa zeui ez rouantelezh.


Gourc’hemennet en deus deomp prezeg d’ar bobl ha testeniañ penaos eñ eo an hini a zo bet lakaet gant Doue da varner d’ar re vev ha d’ar re varv.


abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.


en deiz ma varno Doue oberoù kuzhet an dud dre Jezuz-Krist, hervez va Aviel.


Pa en em ziskouezo Krist, hor buhez, neuze en em ziskouezot ivez gantañ er gloar.


Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c’hwezh e c’henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh.


Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d’ober netra en un doare untuek.


hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,


Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou.


An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac’hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.


Rentañ a raint kont d’an hini a zo prest da varn ar re vev hag ar re varv.


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.


Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhañ ar vouezh-mañ gant ar gloar uhelañ: Hemañ eo va mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.


Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos