Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Te eta, gouzañv ar poanioù evel ur gwir soudard da Jezuz-Krist.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Te eta, gouzanv ar poaniou evel eur zoudard mad da Jesus‐Christ.

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 2:3
20 Referencias Cruzadas  

Ar soudarded a gemeras eta Paol, hervez an urzh o doa resevet, hag e gasas en noz da Antipatriz.


digareziñ a ra pep tra, krediñ a ra pep tra, esperout a ra pep tra, gouzañv a ra pep tra.


Piv a ya morse d’ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriñ d’an tropell ha na ev ket eus e laezh?


Pa’z omp glac’haret, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh, a zo kaset da benn dre ar basianted da c’houzañv an hevelep poanioù hag ar re a c’houzañvomp ni ivez. Pa’z omp frealzet, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh.


Ar gourc’hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,


Na’z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac’hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c’halloud Doue,


Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.


e c’houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n’eo ket ereet.


va heskinoù, va glac’haroù, evel ar re a zo erruet ganin en Antioch, en Ikoniom, e Listra. Pebezh heskinoù am eus gouzañvet! Hag an Aotrou en deus va dieubet anezho holl.


Met te, bez aketus en holl draoù, o c’houzañv ar glac’haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.


d’hor c’haret-mat Apfia, da Arkipuz hor c’henvrezelour, ha d’an Iliz a zo en da di:


Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc’h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,


Dre ar feiz e kuitaas an Ejipt hep kaout aon rak kounnar ar roue, rak derc’hel a reas start, evel o welout an hini a zo diwelus.


Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc’husted.


Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.


evit ma'c'h anavezo ha ma tesko rummadoù mibien Israel petra eo ar brezel, da vihanañ ar re n'o doa ket e anavezet diagent:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos