Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Met pella diouzh ar c’homzoù disantel ha difrouezh, rak ar re o lavar a gouezh atav muioc’h en dizoujañs-Doue,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Mes diwall euz ar c’homzou dizantel ha vên; rag ar re a zo techet dezhe a gwez ato muioc’h‐mui en impiete;

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 2:16
19 Referencias Cruzadas  

Hag Ezdra an aberzhour a savas hag a lavaras dezho: Pec'het hoc'h eus o kemer gwragez estren, ha kresket hoc'h eus kablusted Israel.


Efraim en deus enkelc'hiet ac'hanon a c'hevier, ha ti Israel a douellerezh. Juda a zo c'hoazh o ren gant Doue hag a zo feal ouzh ar sent.


N’en em dromplit ket, an darempredoù fall a vrein ar gizioù mat.


N’eo ket mat tennañ gloar ac’hanoc’h. Ha n’ouzoc’h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c’hoiñ?


evit an hini a oar n’eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec’herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,


Met taol kuit ar mojennoù disantel ha sot, en em ro da zoujañs-Doue,


O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc’h en em virout diouzh ar c’homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c’houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,


Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou.


Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoù-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d’e vestr, ha kempennet evit pep ober mat.


Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet.


Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.


ha ma n’en em stagint ket ouzh mojennoù ar Yuzevien nag ouzh gourc’hemennoù tud a zro kein d’ar wirionez.


Met diwall diouzh ar c’hudennoù diskiant, al lignezoù, an tabutoù, an enebiezh diwar-benn al lezenn, rak aner int ha didalvoud.


o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Kalz a heulio anezho en o hentoù fall, hag e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez abalamour dezho.


Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.


Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d’ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac’haet hag an holl douar a oa en estlamm oc’h heuliañ al loen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos