2 Samuel 7:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 Neuze ar roue David a yeas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, Aotrou AOTROU? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ?
Re vihan on evit an holl vadelezhioù hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keñver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mañ gant va bazh ha bremañ e ran div vandenn.
Ha n'eo ket evel-se va zi dirak Doue? Graet en deus ganin un emglev peurbadus, reizhet mat ha stabil. Va holl silvidigezh, kement a garan, ha n'o lakaio ket da vleuniañ?
Neuze ar roue David a zeuas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU , hag a lavaras: Piv ez on, AOTROU Doue? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ?
Rak piv on ha petra eo va fobl evit kaout ar galloud da brofañ a-youl-vat evel-se? Rak pep tra a zeu ac'hanout, hag eus da zorn e teu ar pezh a ginnigomp dit.
Hag e lavaras dezhañ: Siwazh, va aotrou! Gant petra e tieubin Israel? Setu, va milier ha va ziegezh a zo ar re baourañ e Manase, ha me eo ar bihanañ e ti va zad.
Neuze e kouezhas war he dremm, e stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrañjourez?
Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?
Saül a respontas o lavarout: Ha n'on ket Benjaminat, eus an disterañ meuriad a zo en Israel, ha va ziegezh, ha n'eo ket an hini bihanañ eus holl diegezhioù meuriad Benjamin? Perak neuze e komzez evel-se din?