Re vihan on evit an holl vadelezhioù hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keñver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mañ gant va bazh ha bremañ e ran div vandenn.
David a lavaras da Vikal: Dirak an AOTROU eo, eñ hag en deus va dibabet kentoc'h eget da dad hag e holl di evit va lakaat da rener war bobl an AOTROU, war Israel. Dirak an AOTROU eo ez on bet laouen.
Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. AOTROU, va c'halon n'eo ket c'hwezet, va daoulagad n'int ket uhelaet, ha ne'm eus ket klasket an traoù re vras ha re uhel evidon.
Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.
Selaouit ouzhin, c'hwi hag a anavez ar reizhder, pobl hag he deus va lezenn en he c'halon, n'ho pet ket aon rak dismegañs an dud, ha na vezit ket spontet gant o rebechoù,
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
Mar bez lavaret dismegañsoù deoc’h abalamour da anv Krist, eürus oc’h, rak ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a zo warnoc’h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc’h.
Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.