Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 David ne fellas ket dezhañ degas arc'h an AOTROU d'e di e kêr David, met David a zistroas anezhi da di Obed-Edom eus Gad.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 6:10
11 Referencias Cruzadas  

Met ar roue a lavaras da Itai eus Gad: Perak e teufes ivez ganeomp? Distro ha chom gant ar roue, rak un diavaeziad ez out, ha zoken, distro da'z lec'h.


David a gasas ar bobl, un drederenn dindan dorn Joab, un drederenn dindan dorn Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag un drederenn dindan dorn Ittai eus Gad. Hag ar roue a lavaras d'ar bobl: Me ivez a fell din mont ganeoc'h.


Tud Berod o doa tec'het betek Gittaim, hag ez int bet o chom eno betek hiziv.


Met David a dapas kreñvlec'h Sion, hag a zo kêr David.


David a annezas er c’hreñvlec’h, a anvas ker David. Sevel a reas tro-dro dezhi adalek Milho betek an diabarzh.


ha ganto, o breudeur evit an eil renk, Zakaria, Ben, Jaaziel, Shemiramod, Jehiel, Unni, Eliab, Benaja, Maaseja, Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel, ar borzhierien.


Shebania, Jozafad, Netanael, Amasai, Zakaria, Benaja hag Eliezer, aberzhourien, a sone gant an trompilhoù dirak arc'h Doue. Obed-Edom ha Jekija a oa porzhierien evit an arc'h.


Azaf ar penn, Zakaria an eil, Jeiel, Shemiramod, Jehiel, Matitia, Eliab, Beneja, Obed-Edom, Jeiel. Ganto e oa binvioù, lourennoù ha telennoù, hag Azaf a sone gant simbalennoù.


Jehud, Bene-Berak, Gad-Rimmon,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos