Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ar roue a gerzhas gant e dud war Jeruzalem a-enep ar Jebuziz a oa annezidi ar vro. Komz a rejont ouzh David o lavarout: Ne zeui ket amañ ken na'z po lamet ar re dall hag ar re gamm, da lavarout eo: David ne zeuio ket amañ.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 5:6
13 Referencias Cruzadas  

Melkizedek, roue Salem, a zegasas bara ha gwin. Hemañ a oa aberzhour an Doue Uhel-Meurbet.


Rak ganit e kouezhan war ur strollad, gant va Doue e treuzan ur voger.


An den fur a bign e-barzh kêr an dud kreñv, hag e tiskar an nerzh a oa he fiziañs.


Setu em eus droug ouzhit, te hag a zo o chom en draonienn, war roc'h ar blaenenn, eme an AOTROU, c'hwi hag a lavar: Piv a ziskenno a-enep deomp? Piv a zeuio en hor chomlec'hioù?


Ha pa ho pefe trec'het zoken holl arme ar Galdeiz a stourm ouzhoc'h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gêr-mañ dre an tan.


Ar Melkizedek-se, roue Salem, beleg an Doue Uhel-Meurbet, a yeas war arbenn da Abraham pa zistroe goude bezañ trec’het ar rouaned, a vennigas anezhañ,


Adoni-Zedek roue Jeruzalem a gasas da gavout Hoham roue Hebron, Piram roue Jarmud, Jafia roue Lakish ha Debir roue Eglon, da lavarout:


Mibien Juda ne c'helljont ket kas kuit ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem, hag ez eo chomet ar Jebuziz gant mibien Juda e Jeruzalem betek hiziv.


Zela, Elef, Jebuz, a zo Jeruzalem, Gibead, Kirjad. Ar c'hêrioù-se: pevarzek, gant o c'hêriadennoù. Hennezh e voe hêrezh mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù.


Mibien Benjamin ne gasjont ket kuit ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem. Evel-se ar Jebuziz a zo chomet gant mibien Benjamin e Jeruzalem betek hiziv.


Mibien Juda en doa stourmet ouzh Jeruzalem ha tapet anezhi, hag o vezañ skoet warni gant troc'h ar c'hleze, e lakajont an tan e kêr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos