D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ a zeuas hag a bilas ar Refaim en Ashterod-Karnaim, ar Zuzim en Ham, an Emim e Shave-Kiriataim,
Tri eus an tregont penn a ziskennas hag a zeuas, en amzer an eost, da gavout David, e kev Adullam, pa oa ur bagad Filistined o kampiñ e traonienn ar Refaim.
hag e pigne an harz dre draonienn mab Hinnom war-zu kreisteiz Jebuz, a zo Jeruzalem, hag e pigne an harz betek lein ar menez a zo a-dal da draonienn Hinom ouzh ar c'huzh-heol hag e dibenn traonienn ar Refaim ouzh an hanternoz,
Jozue a lavaras: Mard out ur bobl niverus, pign d'ar goadeg, ha troc'h anezhi d'ober lec'h evidout e bro ar Ferezianed hag ar Refaim, pa'z eo re enk dit menez Efraim.
hag e tiskenne an harz betek dibenn ar menez a zo a-dal da draonienn mab Hinnom, a zo traonienn ar Refaim, ouzh an hanternoz, hag e tiskenne an harz dre draonienn Hinnon war gostez kreisteiz ar Jebuziz, hag e tiskenne da En-Rogel,