Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Holl veuriadoù Israel a zeuas da gavout David en Hebron, hag e komzjont o lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 5:1
13 Referencias Cruzadas  

Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz.


C'hwi eo va breudeur, va eskern ha va c'hig; perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue?


Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!


Evel-se e plegas o c'halon da holl dud Juda, evel pa ne vijent nemet un den hepken, hag e kasjont da lavarout d'ar roue: Deus en-dro gant da holl servijerien.


Tud Israel a respontas da dud Juda hag a lavaras: Dek lodenn hon eus gant ar roue, hag ez omp evit David muioc'h egedoc'h. Perak eta hoc'h eus hon disprizet? Ha n'omp ket bet ar re gentañ da gomz eus lakaat hor roue da zistreiñ? Met tud Juda a gomzas garvoc'h eget tud Israel.


Hag e kasjont Asael ganto, hag e sebeilhjont anezhañ e bez e dad e Betlehem. Ha Joab hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad, ha da c'houloù-deiz ec'h errujont en Hebron.


dre ma’z omp an izili eus e gorf, eus e c’hig hag eus e eskern.


aketus e vi da lakaat warnout ur roue en devo dibabet an AOTROU da Zoue; lakaat a ri warnout ur roue a-douez da vreudeur, ne c'helli ket lakaat warnout un diavaeziad na vefe ket da vreur.


Pa o deus eta ar vugale lod er c’hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,


Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a bignas eus Eglon da Hebron, hag e vrezeljont outi.


Mar plij, roit da anavezout ar c'homzoù-mañ da holl bennoù Sichem: Petra a zo gwelloc'h evidoc'h, e renfe warnoc'h dek den ha tri-ugent, holl vibien Jerubbaal, pe e renfe warnoc'h un den hepken? Ho pet soñj ez on hoc'h askorn hag ho kig.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos