Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 23:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Goude hemañ e oa Eleazar mab Dodo an Akokiad, unan eus an tri den kadarn a oa gant David pa vezhekajont ar Filistined dastumet eno evit an emgann, ha ma en em denne re Israel war an uhelennoù.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 23:9
12 Referencias Cruzadas  

War gevrenn an eil miz e oa Dodai an Akokiad; Miklod a oa ivez ur rener eus e gevrenn; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.


Abishua, Naaman, Akoak,


Mard eo un den kreñvoc'h eget unan hepken, daou a c'hello herzel outañ. Ar gordenn teir breunenn ne dorr ket buan.


Bet on va-unan o jaodriñ er waskell, hag a-douez ar pobloù hini ebet ne oa ganin. O mac'het em eus em c'hounnar, o bruzunet em eus em fulor, o gwad en deus strinket war va dilhad ha mastaret em eus va holl wiskamantoù.


Sellet em eus, ha ne oa den da'm sikour. Souezhet on bet na oa den da'm harpañ. Neuze va brec'h en deus degaset ar silvidigezh, ha va fulor en deus roet harp.


Neuze an holl a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.


Ar Filistin a lavaras: Dismegañset em eus hiziv bagadoù renket Israel! Roit din un den, hag en em gannimp etrezomp.


David a gomzas gant an dud a oa gantañ hag a lavaras: Petra vo graet d'an den a lazho ar Filistin-se hag a lamo an dismegañs diwar Israel? Rak piv eo ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, evit dismegañsiñ armeoù an Doue bev?


Da servijer en deus lazhet hag al leon hag an arzh, hag ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, a vo evel unan anezho, rak dismegañset en deus armeoù an Doue bev.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos