Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 23:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Neuze an tri den kadarn-se a yeas a-dreuz kamp ar Filistined hag a dennas dour eus ar puñs a zo e-kichen dor Betlehem, hag en degasjont d'e ginnig da Zavid. Met ne fellas ket dezhañ e evañ, hag e skuilhas anezhañ dirak an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 23:16
12 Referencias Cruzadas  

Jakob a savas ur peul e-lec'h m'en doa komzet outañ, ur peul-maen, hag e skuilhas un evaj-kinnig warnañ, hag e skuilhas eoul warnañ.


Goude hemañ e oa Eleazar mab Dodo an Akokiad, unan eus an tri den kadarn a oa gant David pa vezhekajont ar Filistined dastumet eno evit an emgann, ha ma en em denne re Israel war an uhelennoù.


Neuze an tri den-se a yeas a-dreuz kamp ar Filistined hag a dennas dour eus ar puñs a zo ouzh dor Betlehem, hag en degasjont d'e ginnig da Zavid. Met David ne fellas ket dezhañ e evañ, hag e skuilhas anezhañ dirak an AOTROU .


Mard eo un den kreñvoc'h eget unan hepken, daou a c'hello herzel outañ. Ar gordenn teir breunenn ne dorr ket buan.


Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.


An evadkinnig a vo eus ur c'hard hin evit pep oan; el lec'h santel e vo graet an evadkinnig a win kreñv d'an AOTROU.


Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.


A-boan ma varvfed evit un den reizh. Marteze e kredfe unan bennak mervel evit un den mat.


Karantez Krist a wask ac’hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.


Ha zoken ma’z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc’h holl.


Lakaet en deus e vuhez war var ha lazhet ar Filistin, hag an AOTROU en deus graet drezañ un dieubidigezh vras evit holl Israel. Gwelet ec'h eus hag ec'h eus bet levenez. Perak pec'hiñ a-enep ar gwad didamall o lakaat David d'ar marv hep abeg?


En em zastum a rejont eta e Mizpa, hag eno e tennjont dour d'e skuilhañ dirak an AOTROU , hag e yunjont en deiz-se, hag e lavarjont: Pec'het hon eus a-enep an AOTROU! Ha Samuel a varnas mibien Israel e Mizpa.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos