Ar Filistined a ouezas e oa bet olevet David evel roue war Israel, hag an holl Filistined a bignas da glask David. David en klevas hag a ziskennas eus ar c'hreñvlec'h.
Goude-se e teui da C'hibea-Elhoim, el lec'h emañ gwarded ar Filistined, hag e c'hoarvezo, pa'z i e kêr, ma en em gavi gant ur vandenn brofeded o tiskenn eus an uhellec'h, o kaout ul lourenn, un daboulin, ur fleüt hag un delenn en o raok, hag e vint o profediñ.
Evel-se holl Israel a glevas lavarout: Saül en deus kannet gwarded ar Filistined, ha zoken Israel a zo deuet kasaus evit ar Filistined. Ar bobl en em vodas e-kichen Saül e Gilgal.
Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud.