Sevel a reas hag e skoas war ar Filistined betek ma voe skuizh e zorn ha ma chomas stag ouzh e gleze. En deiz-se an AOTROU a roas un dieubidigezh vras. Ar bobl a zistroas war-lerc'h Eleazar evit diwiskañ.
Eñ a oa gant David e Pasdammim, e-lec'h ma oa en em zastumet ar Filistined evit an emgann. Bez' e oa ul lodenn eus ur park leun a heiz, hag ar bobl a dec'he dirak ar Filistined.