Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,
Neuze ez eas David gant e dud da Geila, hag e stourmas a-enep ar Filistined, hag e kasas gantañ o loened, hag e reas un distruj bras. David a zieubas tud Keila.