37 Frankaet ec'h eus an hent dindan va zreid, va seulioù n'o deus ket brañsellet.
Va lakaet en deus er frankiz, va dieubet en deus, rak kavet en deus e blijadur ennon.
Ne lezo ket da droad da vrañsellat. An hini a ziwall ac'hanout ne gousko ket.
Va c’hammedoù a zo start en da wenodennoù, va zreid ne vrañsellont ket.
Roet ec'h eus din skoed da silvidigezh, da du dehou am dalc'h, da vadelezh am laka da vezañ galloudus.
D'ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin; salm David.
Pa em eus lavaret: Risklet en deus va zroad, da vadelezh, o AOTROU, he deus va harpet.
Pa gerzhi, da gammedoù ne vint ket diaezet, ha pa redi, ne streboti ket.
Diwall a ra treid e re garet-mat, met ar re fall a zo dilavar en deñvalijenn, rak an den ne greñvaio ket gant e nerzh e-unan.