Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 22:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 An AOTROU en deus graet din hervez va reizhder, rentet en deus din hervez purentez va daouarn,

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 22:21
13 Referencias Cruzadas  

Neuze an AOTROU en deus rentet din hervez va reizhder, hervez va furentez dirak e zaoulagad.


Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.


selaou-eñ eus an neñvoù, gra ha barn da servijerien, en ur reiñ e c'hopr d'an den fall dre lakaat e hent da gouezhañ war e benn, hag en ur reishaat an den reizh dre reiñ dezhañ hervez e reizhder.


Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.


Muioc'h c'hoantek int eget an aour, eget aour fin e-leizh, dousoc'h int eget ar mel, eget an hini a zeu eus an terennoù.


An hini a zo naet e zaouarn ha glan e galon, an hini n'en deus ket douget e ene etrezek ar faosoni, an hini na dou ket evit touellañ.


Ra vo en-dro dit bodadeg ar pobloù; adpign a-us dezho war-zu al lec'hioù uhel-meurbet.


Setu, an den reizh a resev e c'hopr war an douar, seul-vui an hini drouk hag ar pec'her.


Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.


Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.


Ra rento an AOTROU da bep hini hervez e reizhder hag e fealded. Rak da lakaet en doa an AOTROU hiziv etre va daouarn, ha n'eo ket bet fellet din lakaat va dorn war olevad an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos