An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.
Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.
Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neñvoù e ra kurunoù warno. An AOTROU a varno ar pennoù pellañ eus an douar, reiñ a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.
Hag evel ma kinnige Samuel al loskaberzh, ar Filistined a dostaas evit ober brezel da Israel. Met an AOTROU a lakaas ar c'hurunoù d'ober un trouz bras war ar Filistined en deiz-se, hag e voent disparfoeltret ha pilet gant Israel.