Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.
David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.
Neuze gloar Doue Israel a savas dreist ar cherubin ma oa warnañ, etrezek treuzoù an ti. Hag e c'halvas an den gwisket gant lin, an hini a zouge ur pod-liv skriver en e c'houriz.
Ar bobl a gasas eta da Silo, a-belec'h e voe degaset arc'h emglev AOTROU an armeoù, a zo o chom etre ar cherubined. Ha daou vab Eli, Hofni ha Fineaz, a oa eno gant arc'h emglev Doue.