Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,
Ro din eta ar menez en doa komzet an AOTROU diwar e benn en deiz-se, rak klevet ec'h eus en deiz-se edo an Anakim eno, gant kêrioù bras ha kreñv. Marteze e vo an AOTROU ganin hag e kasin anezho kuit, evel m'en deus lavaret an AOTROU .