Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 20:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Evel-se tud Joab a yeas war e lerc'h, gant ar Geretiz hag ar Beletiz, hag an holl dud kadarn. Mont a rejont eus Jeruzalem evit redek war-lerc'h Sheba mab Bikri.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 20:7
9 Referencias Cruzadas  

E holl servijerien a gerzhe en e gichen, hag an holl Geretiz, an holl Beletiz hag an holl C'hettiz, c'hwec'h kant den deuet eus Gad war e lerc'h, a gerzhe dirak ar roue.


Joab a oa penn holl arme Israel, Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz,


Joab mab Zeruja a oa penn an arme, Jozafad mab Akilud a oa teuliour,


Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa e gentañ ofiserien.


Ar roue a lavaras dezho: Kemerit ganeoc'h servijerien hoc'h aotrou, lakait Salomon va mab war va mulez, ha diskennit anezhañ da C'hihon.


Neuze an aberzhour Zadok a ziskennas gant ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, hag e rejont da Salomon pignat war vulez ar roue David, hag e kasjont anezhañ da C'hihon.


Ar roue en deus kaset evit mont gantañ an aberzhour Zadok, ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, o deus graet dezhañ pignat war vulez ar roue.


Argadet hon eus e kreisteiz ar Geretiz, war zouaroù Juda hag e kreisteiz Kaleb, ha devet hon eus Ziklag dre an tan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos