Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!
David a lavaras da Abishai: Bremañ Sheba mab Bikri a vo gwashoc'h evidomp eget Absalom. Kemer servijerien da aotrou ha red war e lerc'h, gant aon na gavfe kêrioù kreñv ha n'en em dennfe eus hon daoulagad.