Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 20:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 An dra n'eo ket evel-se. Met un den eus menez Efraim anvet Sheba mab Bikri, en deus savet e zorn a-enep ar roue David. Roit-eñ din hepken, hag e pellain diouzh kêr. Ar vaouez a lavaras da Joab, setu e benn a vo taolet dit dreist ar voger.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 20:21
17 Referencias Cruzadas  

Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!


Hag holl dud Israel a bellaas diouzh David hag a yeas war-lerc'h Sheba mab Bikri. Met tud Juda en em stagas ouzh o roue, adalek ar Jordan betek Jeruzalem.


Joab a respontas o lavarout: Pell diouzhin kaout soñj da ziskar pe da zismantrañ!


Abishai breur Joab mab Zeruja a oa penn an tri. Sevel a reas e c'hoaf war dri c'hant den, hag o lazhas, hag en devoe brud e-touez an tri.


Jeroboam mab Nebad, un Efratiad eus Zereda, servijer Salomon, e vamm a oa ur vaouez intañvez anvet Zerua, a savas ivez e zorn a-enep ar roue.


Kerkent ha ma oa al lizher deuet dezho, e kemerjont mibien ar roue, hag e lazhjont an dek ha tri-ugent den-se. O vezañ lakaet o fennoù e paneroù, e kasjont anezho dezhañ da Jizreel.


Hag e respontas: Mont a ra mat pep tra! Va mestr am c'has da lavarout dit: Setu, deuet eo en eur-mañ, eus menez Efraim, daou zen yaouank a-douez mibien ar brofeded. Ro dezho, mar plij, un talant arc'hant ha daou zilhad nevez.


Rak ur vouezh a zegas keloù adalek Dan, hag a gemenn ar glac'har adalek menez Efraim.


Hag e tegasin en-dro Israel d'e chomlec'h, hag e peuro war ar C'harmel hag ar Basan. E ene en devo e walc'h war menezioù Efraim ha Galaad.


Eleazar mab Aaron a varvas hag a voe beziet war grec'hienn Fineaz e vab, a oa bet roet dezhañ e menez Efraim.


Sebeliet e voe e douar e hêrezh e Timnad-Herez, e menez Efraim, en hanternoz menez Gaash.


Gedeon a gasas kannaded da holl venez Manase, o lavarout: Diskennit en arbenn da Vadian ha tapit doureier ar Jordan en o raok betek Bet-Bara. Tud Efraim en em zastumas hag a dapas doureier ar Jordan betek Bet-Bara.


Tud Israel, o welout e oa marvet Abimelek, a yeas pep hini d'e di.


hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU , un dra evel astenn va dorn warnañ! Rak olevad an AOTROU eo.


Ha David a lavaras da Abishai: N'e laka ket d'ar marv! Rak piv a lakafe e zorn war olevad an AOTROU , hag a vefe digastiz?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos