2 Samuel 20:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 Hag holl dud Israel a bellaas diouzh David hag a yeas war-lerc'h Sheba mab Bikri. Met tud Juda en em stagas ouzh o roue, adalek ar Jordan betek Jeruzalem.
Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!
An dra n'eo ket evel-se. Met un den eus menez Efraim anvet Sheba mab Bikri, en deus savet e zorn a-enep ar roue David. Roit-eñ din hepken, hag e pellain diouzh kêr. Ar vaouez a lavaras da Joab, setu e benn a vo taolet dit dreist ar voger.
Pa en em gavas David en e di e Jeruzalem, e kemeras an dek serc'h en doa lezet evit diwall e di, hag o lakaas en ul lec'h evezhiet. Pourvezañ a reas d'o ezhommoù eno, met n'eas ket d'o c'havout. Evel-se e voent serret betek deiz o marv, o vevañ evel intañvezed.
Kerkent ha ma klevas holl Israel e oa distroet Jeroboam, e kasjont d'e c'hervel d'ar vodadenn, hag e lakajont anezhañ da roue war holl Israel. Meuriad ebet ne heulias ti David, nemet meuriad Juda hepken.