Neuze Abner a grias da Joab o lavarout: Ha dalc'hmat e lonko ar c'hleze? Ha n'ouzout ket mat e vo c’hwervder a-benn ar fin? Betek pegeit ne lavari ket d'ar bobl ehanañ da redek war-lerc'h o breudeur?
Bremañ va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhañ ar gwad ha d'en em veñjiñ gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal.