25 Mibien Benjamin a zastumas e-kichen Abner, hag en em renkjont en ur bagad oc'h en em zerc'hel war benn ar grec'hienn.
Joab hag Abishai a redas war-lerc'h Abner, hag ez ae da guzh an heol pa'z errujont war grec'hienn Amma, a zo dirak Giak, war hent gouelec'h Gabaon.
Neuze Abner a grias da Joab o lavarout: Ha dalc'hmat e lonko ar c'hleze? Ha n'ouzout ket mat e vo c’hwervder a-benn ar fin? Betek pegeit ne lavari ket d'ar bobl ehanañ da redek war-lerc'h o breudeur?