Abner a lavaras: Distro a-zehou pe a-gleiz, ha krog en unan eus an dud yaouank-se, ha kemer e zibourc'h evidout. Met Asael ne fellas ket dezhañ distreiñ.
Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
Saül a lavaras da Vikal: Perak ec'h eus va zouellet evel-se, ha lezet va enebour da vont kuit, en doare ma'z eo en em saveteet. Ha Mikal a respontas da Saül: Lavaret en deus din: Va lez da vont; perak ez lazhfen?