14 Abner a lavaras da Joab: Ra en em savo an dud yaouank-se bremañ evit en em gannañ dirazomp. Ha Joab a lavaras: Ra en em savint.
Sevel a rejont eta, hag ez ejont war a-raok, niveret daouzek eus Benjamin evit Ishboshed mab Saül, ha daouzek eus tud David.
Neuze pep hini, o kregiñ e penn e enebour, a dremenas e gleze dre e gostez, hag e kouezhjont holl asambles. Al lec'h-se a voe anvet Helkad-Hazurim. Emañ e Gabaon.
En deiz-se e voe un emgann start. Abner ha tud Israel a voe trec'het gant tud David.
Amazia a gasas kannaded da gavout Joaz mab Joakaz, mab Jehu, roue Israel, da lavarout dezhañ: Deus, ma en em welimp a-dal!
Ober an droug eo levenez an amoeded, ar furnez eo hini an den poellek.
Deroù un tabut a zo evel digeriñ un tremen d'an dour; a-raok en em gav ar stourmadeg, dilez.
Ar mennadoù a zo startaet dre ar c'huzul, kemer alioù evit ober brezel.
Na hast ket mont evit breutaat, gant aon na oufes ket a-benn-ar-fin petra d'ober, goude m'en devo da lakaet mezhek da nesañ.