Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Tud Israel a respontas da dud Juda hag a lavaras: Dek lodenn hon eus gant ar roue, hag ez omp evit David muioc'h egedoc'h. Perak eta hoc'h eus hon disprizet? Ha n'omp ket bet ar re gentañ da gomz eus lakaat hor roue da zistreiñ? Met tud Juda a gomzas garvoc'h eget tud Israel.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:43
23 Referencias Cruzadas  

Evel-se e plegas o c'halon da holl dud Juda, evel pa ne vijent nemet un den hepken, hag e kasjont da lavarout d'ar roue: Deus en-dro gant da holl servijerien.


Hag an holl bobl a dabute en holl veuriadoù Israel o lavarout: Ar roue en deus hon dieubet eus dorn hon enebourien hag hon saveteet eus dorn ar Filistined, ha bremañ ez eo tec'het kuit eus ar vro en abeg da Absalom.


Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!


David a lavaras da Abishai: Bremañ Sheba mab Bikri a vo gwashoc'h evidomp eget Absalom. Kemer servijerien da aotrou ha red war e lerc'h, gant aon na gavfe kêrioù kreñv ha n'en em dennfe eus hon daoulagad.


Holl veuriadoù Israel a zeuas da gavout David en Hebron, hag e komzjont o lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig.


Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.


Al lorc'h ne daol nemet stourmadegoù, met gant ar re a gemer kuzul emañ ar furnez.


Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.


Deroù un tabut a zo evel digeriñ un tremen d'an dour; a-raok en em gav ar stourmadeg, dilez.


Breudeur dizunvanet a zo diaesoc'h eget ur gêr greñv, hag o zabutoù a zo evel morailhoù ur c'hastell.


Na vez ket trec’het gant an droug, met trec’h an droug gant ar mad.


Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec’h distrujet an eil gant egile.


idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù,


Na glaskomp ket ur gloar aner, oc’h en em vroudañ an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile.


Na rit netra dre dabut pe dre c’hloar aner, met ra sello pep hini ac’hanoc’h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.


rak kounnar an den ne beurc’hra ket reizhder Doue.


Tud Efraim a lavaras dezhañ: Petra eo an dra-mañ ac'h eus graet deomp: ne'c'h eus ket galvet ac'hanomp pa oas aet d'ar brezel a-enep Madian? Hag e krozmoljont taer anezhañ.


Ha Doue a gasas un drouk-spered etre Abimelek ha pennoù Sichem. Pennoù Sichem a voe difeal ouzh Abimelek,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos