Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Met setu holl dud Israel a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras dezhañ: Perak o deus da skrapet hor breudeur tud Juda? Perak o deus lakaet da dremen ar Jordan ar roue, e diegezh, hag holl dud David gantañ?

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:41
7 Referencias Cruzadas  

Ar roue David a gasas da lavarout d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Komzit ouzh henaourien Juda ha lavarit dezho: Perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue d'e di? Rak ar c'homzoù a lavare holl Israel a oa deuet betek ar roue en e di.


C'hwi eo va breudeur, va eskern ha va c'hig; perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue?


Ar bobl a zistroas e kêr en deiz-se dre laer, evel ma vefe ar bobl mezhek da vezañ tec'het en emgann.


Tud Efraim en em zastumas hag a yeas war-zu an hanternoz da lavarout da Jefte: Perak ez out aet d'ober brezel ouzh mibien Ammon hep bezañ hor galvet da gerzhout ganit? Ni a zevo da di, ganit-te ivez!


Tud Efraim a lavaras dezhañ: Petra eo an dra-mañ ac'h eus graet deomp: ne'c'h eus ket galvet ac'hanomp pa oas aet d'ar brezel a-enep Madian? Hag e krozmoljont taer anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos