Menahem a dennas an arc'hant-se diwar Israel, digant an holl re a oa galloudek e pinvidigezhioù, evit reiñ da roue Asiria: digant pep hini hanter-kant sikl arc'hant. Evel-se roue Asiria a zistroas, ha ne chomas ket eno er vro.
Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.
E Maon e oa un den o kaout madoù e Karmel. Hag an den-mañ a oa pinvidik-meurbet, tri mil dañvad ha mil gavr a oa dezhañ. Hag e oa e Karmel evit touzañ e zeñved.