Ur vag a dremenas ivez evit dougen tiegezh ar roue hag evit ober evel ma plijfe dezhañ. Neuze Shimei mab Gera en em daolas d'an douar dirak ar roue, evel ma tremene ar Jordan.
Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.
hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.