Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Abishai mab Zeruja a respontas o lavarout: Hag evit-se ne vo ket lakaet d'ar marv Shimei, p'en deus milliget olevad an AOTROU?

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:21
10 Referencias Cruzadas  

David hag e dud a gendalc'he gant o hent, ha Shimei a gerzhe a-hed ar menez a-gostez da Zavid, hag e ur gerzhout e villige hag e stlape mein a-enep dezhañ hag e save poultr.


Ar roue David a yeas betek Bakurim. Ha setu e teuas un den ac'hane, eus tiegezh Saül, anvet Shimei mab Gera. Dont a reas er-maez en ur vallozhiñ,


Neuze Abishai mab Zeruja a lavaras d'ar roue: Perak e villigfe ar c'hi marv-se ar roue va aotrou? Va lez da vont a-raok, evit lemel e benn digantañ.


AOTROU, Doue an armeoù, selaou va fedenn! Doue Jakob, ro da skouarn!


Ne zroukkomzi ket eus Doue ha ne villigi ket priñs da bobl.


C'hwezh hor fri, olevad an AOTROU, a zo bet tapet en o foulloù, hag e lavaremp diwar e benn: En e skeud e vevimp e-touez ar broadoù.


hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU , un dra evel astenn va dorn warnañ! Rak olevad an AOTROU eo.


Ha David a lavaras da Abishai: N'e laka ket d'ar marv! Rak piv a lakafe e zorn war olevad an AOTROU , hag a vefe digastiz?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos