2 Samuel 18:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
26 Goude e welas ar gedour un den all a rede, hag e krias d'ar porzhier o lavarout: Setu un den a red e-unan. Ar roue a lavaras: Degas a ra ivez keloù mat.
Ar gedour a lavaras: Seblantout a ra din, o welout an hini kentañ o redek, e red evel Akimaaz mab Zadok. Ar roue a lavaras: Un den mat eo, dont a ra gant keloù mat.
Mont a rejont eta hag e c'halvjont porzhierien kêr evit disklêriañ ar c'heloù-se dezho o lavarout: Aet omp da gamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno na mouezh den e-barzh. N'eus nemet kezeg hag ezen stag, hag an teltennoù evel ma oant.