2 Samuel 18:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
14 Joab a lavaras: Ne c'hortozin ket keit-se dirazout! Hag e kemeras tri dared en e zorn, hag o sankas e kalon Absalom a oa c'hoazh bev e-kreiz an dervenn.
Ha bremañ ar c'hleze ne bellaio biken diouzh da di, dre ma ec'h eus disprizet ac'hanon, ha ma ec'h eus kemeret gwreg Uri an Hitit evit ma vefe da wreg.
Neuze e lavaras d'e servijerien: Gwelout a rit park Joab a zo e-kichen va hini. Heiz a zo ennañ; kit ha c'hwezhit an tan ennañ. Ha servijerien Absalom a lakait an tan er park-se.
Hag ar roue a roas urzhioù da Joab, da Abishai ha da Ittai o lavarout: Espernit din an den yaouank Absalom. An holl bobl a glevas ar pezh en doa gourc'hemennet ar roue d'an holl bennoù diwar-benn Absalom.
Ar roue David a gasas da lavarout d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Komzit ouzh henaourien Juda ha lavarit dezho: Perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue d'e di? Rak ar c'homzoù a lavare holl Israel a oa deuet betek ar roue en e di.
Jael gwreg Heber a grogas en un tach eus an deltenn, hag o kemer ar morzhol en he dorn, e teuas d'e gavout goustadik, hag e toullas dezhañ e ividig gant an tach a yeas en douar. Kousket-don e oa ha gwall skuizh, hag e varvas.
Ra yelo da get evel-se, o AOTROU, da holl enebourien! Ra vo ar re a gar ac'hanout evel an heol pa en em ziskouez en e nerzh! Hag ar vro a voe sioul e-pad daou-ugent vloaz.