2 Samuel 18:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 Joab a respontas d'an hini a gomze outañ: Petra! E welet ec'h eus? Perak ne'c'h eus ket e ziskaret eno d'an douar? Roet em bije dit dek pezh arc'hant hag ur gouriz.
Met an den-se a lavaras da Joab: Pa bouezfen e-barzh va dorn mil pezh arc'hant, ne lakafen ket va dorn war mab ar roue, rak klevet hon eus ar pezh en deus gourc’hemennet ar roue, dit, da Abishai ha da Ittai, o lavarout: Taolit evezh pep hini ac'hanoc'h d'an den yaouank Absalom.
Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!