D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Pa en em gavas David en e di e Jeruzalem, e kemeras an dek serc'h en doa lezet evit diwall e di, hag o lakaas en ul lec'h evezhiet. Pourvezañ a reas d'o ezhommoù eno, met n'eas ket d'o c'havout. Evel-se e voent serret betek deiz o marv, o vevañ evel intañvezed.
Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.
Ha setu un den eus mibien Israel a zeuas hag a zegasas d'e vreudeur ur Vadianadez, dindan daoulagad Moizez hag holl vodadenn mibien Israel, e-pad ma ouelent ouzh digor teltenn an engalv.