Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 16:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 P'en doe tremenet David al lein, setu e teuas d'e gavout Ziba servijer Mefiboshed, gant daou azen sammet, ha warno e oa daou c'hant bara, kant pakad rezin sec'h, kant a frouezh hañv, hag ur sac'h-lêr gwin.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 16:1
17 Referencias Cruzadas  

David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.


Pa voe erruet David war al lein, el lec'h ma stouas dirak Doue, setu e teuas d'e gavout Hushai an Arkiad, roget e doneg ha douar war e benn.


Gantañ e oa mil den eus Benjamin, ha Ziba, servijer eus ti Saül, gant e bemzek mab hag e ugent servijer. Hag e tremenjont ar Jordan a-raok ar roue.


Barzilhai a oa kozh-meurbet, oadet a bevar-ugent vloaz. Pourvezet en doa boued d'ar roue pa oa o chom e Mahanaim, rak un den pinvidik-tre e oa.


Hag ar re zoken a oa tost dezho, betek Isakar, Zabulon ha Neftali, a gasas bevañs war ezen, war gañvaled, war vuled ha war ejened. Kas a rejont boued, bleud, fiez sec'h, rezin sec'h, gwin, eoul, saout ha deñved e-leizh, rak levenez a oa en Israel.


Donezon an den a zigor lec'h dezhañ, hag a zegas anezhañ betek ar re vras.


Hag evidon, setu ez an da chom e Mizpa evit servijañ ar Galdeiz a zeuio d'hor c'havout. Met c'hwi, dastumit gwin, frouezh hañv hag eoul, lakait anezho en ho listri, ha chomit er c'hêrioù hoc'h eus kemeret.


an holl Yuzevien-se a zistroas eus an holl lec'hioù ma oant bet kaset, hag e teujont da vro Juda da gavout Gedalia e Mizpa. Hag e tastumjont gwin ha frouezh hañv a-leizh.


An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu ur banerad frouezh darev.


Gwalleur din, rak ez on evel pa vez dastumet ar frouezh hañv, evel pa vez raspaet goude ar vendem: n'eus ket a vlokadoù da zebriñ, eus ar frouezh kentañ-se a c'hoanta va ene.


Ha pa vi aet ac'hane hag e vi pelloc'h, pa vi deuet betek dervenn an Tabor, en em gavi gant tri den o pignat war-zu Doue da Vetel, hag o tougen, unan anezho tri menn-gavr, unan all teir barenn, hag unan all ul lestrad gwin.


Jese a gemeras un azen, a sammas gant bara, ul lestrad gwin, ur menn-gavr laezh, hag o c'hasas da Saül, dre Zavid e vab.


Neuze Abigail a hastas hag a gemeras daou c'hant bara, div sac'h-lêr gwin, pemp dañvad fichet, pemp sea (5 sea   40 l) greun rostet, kant pakad rezin sec'h, ha daou c'hant kestad fiez sec'h, hag o lakaas war an ezen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos