Ar roue a lavaras c'hoazh d'an aberzhour Zadok: Gwelout a rez? Distro e peoc'h e kêr, gant Akimaaz da vab ha Jonatan mab Abiatar, ho taou vab ganeoc'h.
Neuze Hushai a lavaras d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Akitofel en deus roet ar c'huzul-mañ-kuzul da Absalom ha da henaourien Israel, me am eus roet ar c'huzul-mañ-kuzul.
Jonatan hag Akimaaz en em zalc'he en En-Rogel, hag ur vatezh a zeuas da lavarout dezho mont da gomz ouzh ar roue David. Rak eno ne c'hellent ket en em ziskouez en ur vont e kêr.
Evel ma komze c'hoazh, setu, Jonatan mab an aberzhour Abiatar a erruas. Adonija a lavaras dezhañ: Deus, rak un den kalonek ez out, degas a rez keloù mat.